1añ hag 2l estaj er 17, plasenn an Ti-kêr
Degemeret e vez an dud diouzh ar mintin da Lun, da Veurzh ha da Yaou
Kemeret vez an emgavioù er : 02 98 88 15 15 (sez e Garlann
Ar Greizenn obererezh mezegel-ha-sokial abred (KOMSA), staliet e Garlann, e-kichen Montroulez, he deus digoret ur skourr e Karaez abaoe 2013, 17 plasenn an Ti-kêr. Ur framm prevez eo, meret gant Minored an deskadurezh publik (Pep29). Krouet e oa bet e 2006 abalamour ma oa un diouer.
War an deiz e vez graet ar prederioù ha war emgav, diouzh klañvadur ar vugale. E Garlann e vez labouret gant ur skipailh ennañ 15 den a vicher, mezeien arbennik, psikologourien, lezvezeien ha sokiodesaverien, hag a c’hall kemer ar vugale en o c’harg penn-da-benn. Gwelet a reont e-giz-se etre 150 ha 160 bugel bep bloaz.
Er skipailh nevez e Karaez e kaver ur sekretourez, ur psikologourez, ur psikokefluskoniourez hag un ortofonourez. Klask a reer, gant an obererezhioù a vez kinniget, aesaat d’ar vugale yaouank kavout o flas en o endro familh ha sokial, ha sikour anezho da ziorren.
Arc’hantaouet e vez ar GOMSA gant an Asurañs Kleñved evit 80% ha gant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed evit 20%.
Kemeret e vez holl obererezhioù ar GOMSA e karg gant kef an asurañs kleñved, gant se eo digoust d’ar familhoù