Ospital Karaez
Straed an doktor Mengi
Tél. 02 98 99 20 20 Urgences : 15
Unan eus diazezadurioù Pennospital Skol-veur BREST eo. Degemer 24e/24, diwar testeni ur mezeg pe pa vez mal.
Servijoù ospitalañ :
Degemer ha mont e-barzh 24e/24, diwar testeni ur mezeg pe pa vez mall
-
ur servij degemer evit an trummadoù gant Servij Red an Trummadoù hag an Advevañ (SRTA)
-
daou servij surjianerezh enno meur a arbennigiezh (surjianerezh an treizhañ, tromatologiezh, ortopediezh, otorinolaringologiezh)
-
ur servij prederioù stank-ha-stank
-
ur servij ginekologiezh-amiegouriezh
-
Tri servij mezegiezh : mezegiezh arbennikaet (kalonouriezh, gastro-enterologiezh, mezegiezh an diabet, hepatologiezh, kleñvedoù gwazhiennel ha neurologel) ha mezegiezh liesvarrek
-
ur servij peurbareañ.
Kuzuliadennoù en ospital :
War emgav gant sekretourva pep servij
-
Kalonouriezh, gastro-entero-hepatologiezh, ginekologiezh, kleñvedoù ar gwazhiennoù, pediatriezh, mezegiezh ar remm, mezegiezh an alkool, ORL, lagadouriezh, mezegiezh ar butun, lounezhouriezh, kuzuliadur poan, addiorren.
-
Kuzuliadenn a-raok ha war-lerc’h an oberata, surjianerezh an treizhañ, tromatologiezh, ortopediezh, imbourc’hiñ ar melloù, imbourc’hiñ ar vouzellenn-dev, O.R.L.
-
Ginekologiezh-amiegouriezh hag ekografiezh.
-
Radiologiezh.
Servijoù mezegel-teknikel :
-
Bloc’h oberata-dishadennañ : teir sal-oberata, radiologiezh a-raok an oberata, sal dihuniñ ar re oberataet
-
Radiologiezh-skanner-ekografiezh
-
Examens de laboratoire : assurés par convention par le laboratoire d’analyses médicales de la ville et le Laboratoire du C.H.U de BrestArnodennoù : graet gant arnodva dielfennadurioù mezegel kêr hag arnodva P.O.S. Brest, diwar emglev
Kreizenn steuñviñ ha desevel ar familhoù (steuñviñ ar genel) :
-
Titouroù hag emgavioù personelaet diwar-benn an hilastaliñ, ar c’hleñvedoù tapet dre zarempredoù rev, an torr brazezded youlek, ar gwilioudiñ, ar revelezh, ar gwallgas.
Servij herberc’hiañ evit an dud oadet :
Kreizenn herberc’hiañ evit an dud oadet e diazalc’h – Herberc’hiañ da vat pe dibad
Servijoù e-lec’h an herberc’hiañ :
Evit chom hep bezañ kaset d’an ospital pe evit distreiñ buanoc’h d’ar gêr goude ur chomadenn en ospital
-
servij prederioù er gêr (diwar emglev gant klañvdiourezed e-maez an ospital), prederioù gant klañvdiourien, prederioù gant skoazellerien-brederiañ. En em enskrivañ ha goulenn titouroù digant ar servij
-
herberc’hiañ evit ur mare. .
Goulenn titouroù en ospital